D'an 18 a viz Du 2007 Ce site est mis à semaine tous les jours.
Ar
sizhun tremenet e lavaren deoc'h e kounnaren ouzh skipailh Free.fr
abalamour d'ur pajenn eus o lec'hienn a oa aet da get. Ar
sizhun-mañ e vefe ret din lavarout on plijet o welout ar
bajenn
deuet en dro met ne rin ket. Perak e oa diposubl lenn anezhi ar sizhun
tremenet ha perak eo posubl ar sizhun-mañ ? N'ouzon ket, ur
burzhud marteze...
Mat ! Echu gant se.
Lodenn ziwezhañ ar rummad "Kan Ha Diskan". Div ganaouenn hag un ton akordeoñs...
Paotrig Koant
Tennet eo bet an ton-mañ eus ur CD gant Yann Fañch Kemener o kanañ ha kanerien all o tiskanañ. Erik Marchand eo an hini a ziskan en ton-mañ.
D'an 11 a viz Du 2007 Ce site est mis à semaine tous les jours.
Kounnariñ a ran
on ouzh ar skipailh "Free.fr". N'eo ket ouzh ar c'henstagadur
iñternet ha a zo mat a-walc'h (N'eo ket gwashoc'h eget ar re all
da vihanañ...) met ouzh al lec'hienn Free hag ouzh o doare da
verañ anezhi. An holl re hag a zo liammet gant Free a oar eo o
lec'hienn ur bordel bras, diaes tre e vez kavout ar pezh e vez klasket.
Ouzhpenn-se e vez cheñchet al lec'hienn ingal (n'eus fozh
pegoulz a vefe gwelloc'h) ha bewech eo ret adkavout an hent a ya da
respont ar goulenn emaomp oc'h ober.
Ar wech-mañ eo bet ijinet un dra nevez ganto
: Serriñ ar bajenn stadegoù hag a ro d'ar saverien
lec'hiennoù (ar webmasterien...) da c'houzout pet den 'zo deuet,
deus pe bro e teuont, pet mega-octet 'zo bet pellkarget hag all...
Plijet e oan o welout e oa muioc'h mui a dud o tont d'am lenn ha da
selaou "ma" sonerezh. Un mil den bennak e oa bet ar miz tremenet. Ar
miz-mañ ne ouezin ket. N'eo ket gwall strik met hegasus da vat
eo.
Mat. Kendelc'homp gant hon "remixoù" Kan Ha Diskan.
Andro Poch Bras
Tennet eo bet an ton-mañ eus ur CD gant Fabrice Lothodé,
Jean-Yves Cadudal, Yannig Audran ha Dominig Mahé, "Poch bras ha
Sac'h vihan" e añv.
E digoradur e c'heller selaou trouz daoudroad ma merc'h o tañsal
goloet tamm ha tamm gant hini un dañs Flamenco hag
huchadennoù kanerien Flamenco.
War 'm eus lennet e teu an ton-mañ deus Menez Are.
Ar wech-mañ eo me an hini o kanañ. Gallout a reer klevout mouez Mark ivez.
Ur ganaouenn ordinal eo, n'eo ket kan ha diskan da-vat ha n'eo ket un
ton dañsal kennebeut... Perak emañ an ton-mañ
e-touez kanaouennoù Kan Ha Diskan neuze ? Perak e plij din.
Rak-se eo. Ur gwir abeg, neketa ?...
Ha setu Mark Kerrain en-dro. E-unan o kanañ ha Diskanañ.
N'eo ket bemdez e klever unan bennak o lavarout e oa an amzer tremenet
"Memes tra, Memes tra" hag hiziv...
Gwisket eo kan Mark gant gitaroù deus bro Spagn ha tammoù
sonerezh (sample e "galleg "!?) deus bro Moñgoli. Ur beaj
bras eo dindan teir vunutenn bennak...
D'an 3 a viz Du 2007 Ce site est mis à semaine tous les jours.
Goude
bezañ beajet (dre sonerezh...) e-pad ur pennad brav em eus
soñjet e vefe mat, pe furoc'h, mont en-dro d'ar ger da
zikuizañ hon divskouarn gant flouradennoù kan ha diskan.
Ul labour eo am boa graet daoù vloaz 'zo : Gwiskañ kanaouennoù Kan ha diskan.
Kroget am boa gant ur c'hasedig enrollet gant Mark Kerrain.
Ne oa ket kan ha diskan da vat peogwir e kane ha diskane e-unan met
flour a gaven e vouezh (daoust d'ar son bezañ lous
a-wechoù) ha sur e oan ne vo kudenn ebet gant un aotre bennak.
Met buan e oan bet dedennet gant kanerien all evel Yann Fanch Kemener
pe Ar C'hoazered Goadeg (Kement hag ober... pa vez ar
re wellañ dindan ho torn...).
N' em eus ket goulennet an aotre diganto evit poent, ober a rin ha
gwelet e vo ar respont. Marteze e vo ret din tennañ ur ganaouenn
pe zaoù...
Me ' m eus un ti
Me 'm eus un ti e ker Pondi. Ha perak ne vefe ket e New York City pe e Nagazaki ?
Kanet eo ar respont gant Mark Kerrain ha lakaet em eus ur blazig "rythm 'n blues" da wikañ e gan
Gouzout a raen e oa ar C'hoarezed Goadeg kanerezed a-feson met goude
bezañ labouret e-pad eurvezhioù gante o selaoù
pizh o mouezhioù em boa komprenet. Pegen ingal e oa al lusk hag
resis an ton !
Tout
ce qui est téléchargeable sur ces pages est (sauf
précision) composé, écrit,
assemblé par
l'auteur. Ces fichiers sont gratuits et libres de droit.